Ur wastell chokolad a yafe ganeoc’h ?
E-pad ur gentel matematik hon eus labouret war rekipe ur wastell chokolad. Pegen mat e seblante bezañ ar wastell-se ! Neuze hon eus goulennet digant hor skolaerez fardañ ar wastell er c’hlas. Diouzhtu eo savet a-du eo ar skolaerez ! Met ar rekipe a oa skrivet evit 6 den hag omp
18 er c’hlas o kontañ ar skolaerez hag a felle dezhi kaout un tamm ivez !
Neuze eo bet ret deomp jediñ pegement a aozennoù e rankemp prenañ evit fardañ 3 gwastell. Pebezh labour !
Goude-se omp bet asambles betek ar stal da brenañ pep tra. Dilun vintin hon eus fardet ar gwastilli er c’hlas gant sikour mamm Yann ha mamm Charlie. Nag a reuz er c’hlas! Met nag a blijadur ivez ! Karine he deus poazhet ar gwastilli e forn ar c’hantin. Gellet hon eus debriñ anezho da 4e, evit ar verenn vihan. Ur gwir lip e bav !
Neuze hon eus dibabet rannañ ar rekipe ganeoc’h.
D’ar gegin tout an dud ! Ha sachit ganeoc’h !

Une gâteau au chocolat, ça vous dit ?
Durant une leçon de mathématiques, nous avons travaillé à partir d’une recette de gâteau au chocolat. Ce gâteau nous a semblé excellent ! Nous
avons donc demandé à notre maîtresse de le préparer en classe. Elle a tout de suite été d’accord ! Mais la recette était écrite pour 6 personnes
et nous sommes 18 en classe, en comptant la maîtresse qui en voulait aussi une part ! Nous avons donc dû calculer quelles quantités d’ingrédients
nous devions acheter pour cuisiner 3 gâteaux. Quel travail !
Ensuite, nous nous sommes tous rendus au magasin afin de faire les achats. Lundi matin, les mamans de Yann et de Charlie sont venues nous
aider à préparer les gâteaux. Quel chantier dans la classe ! Mais quel plaisir aussi ! Karine a cuit les gâteaux dans le four de la cantine. Nous
avons pu les déguster à 16h, pour le goûter . Un vrai régal !
Nous avons donc décider de partager la recette avec vous.
Tous en cuisine ! Et bon appétit !
Ar re CP divyezhek
Les CP bilingues

 

Hor gwastell chokolad
Aozennoù :
– 1 tablezenn chokolad
– 1 plakennig amann (125g)
– 3 loaiad soubenn laezh
– 2 loaiad soubenn bleud
– 5 loaiad soubenn sukr
– 4 vi
Rekipe :
– Lakaat ar chokolad da deuziñ gant an amann
– Ouzhpennañ al laezh
– Ouzhpennañ ar sukr
– Ouzhpennañ ar bleud hag melen ar vioù
– Aozañ erc’h diwar gwenn ar vioù gant ur meudad holen hag
ouzhpennañ anezho dousik.
– Poazhañ er forn : 180° (25 min)

Notre fondant au chocolat
Ingrédients :
– 1 plaquette de chocolat
– 1 petite plaque de beurre
– 3 cuillères à soupe de lait
– 2 cuillères à soupe de farine
– 5 cuillères à soupe de sucre
– 4 œufs
Recette :
– Faire fondre le beurre avec le chocolat
– Ajouter le lait
– Ajouter le sucre
– Ajouter la farine et les jaunes d’œufs
– Monter les blancs en neige avec une pincée de sel et les
incorporer
– Cuire au four à 180° (25 min)